Piramidenn Djoser

Piramidenn Djoser

Piramidenn Djoser, pe piramidenn dereziek Djoser (kbhw-ntrw e Henegipteg), a oa savet da veziañ ar faraon Djoser gant e vizir Imhotep. Savet e oa da vare ar XXVIIvet kantved kent J.-K. e bered-veur Sakkara e gwalarn kêr Menfis, hag ez eo kreiz ur strollad savadurioù kañv bras en ur porzh divent gronnet gant savadurioù liderezh ha kinkladurioù.

Ar c'hentañ piramidenn egiptat a yae d'he ober c'hwec'h mastaba (bihanoc'h-bihanañ o ment) savet an eil a-us d'egile. Sklaer eo e oa savet e-giz-se o tegas tamm-ha-tamm adweladennoù ha gwellaennoù d'ar raktres kentañ . En deroù e oa ar biramidenn 62 metr uhelder hag he sichenn a oa 109 m x 125 m, hag e oa goloet gant ur gwiskad maen-raz gwenn levnet[1]. Ar biramidenn dereziek (pe kentpiramidenn) a vez sellet outi evel ar c'hoshañ savadur maen bras-kenañ, daoust ma seblant ez eo koshoc'h c'hoazh ar c'hloz anvet Gisr el-mudir.

  1. Harry Adès A Traveller's History of Eygpt (Chastleton Travel/Interlink, 2007) ISBN 1-905214-01-4 p48

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy